1. Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-do. Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mad, A skuillaz eviti o gwad. CHORUS: O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! 2. Breizh, douar ar Sent kozh, douar aar Varzhed, N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed, Peb menez, ped traoñienn, d'am c'halon zo kaer, Enne kousk meur a Vreizhad taer! 3. Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv; N'eus pobl ken kaloneg a zindan an neñv, Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O! pegen kaer ec'h out, ma Bro! 4. Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezellioù braz, He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh, He c'halon birvidik a lamm c'hoazh'n he c'hreiz, Dihunet out bremañ, ma Breizh!